AN ARZ HAG AR VLEIZEZ
  • AN ARZ HAG AR VLEIZEZ

  • KONTADENN GANT SONEREZH SKEUDENNET
  • YAOU 16 A VIZ MAE | 9E30 & 10E45

  • AÑFI

  • KOMPAGNUNEZH FURIOSA
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIOÙ 
    Adalek 3 bloaz

  • A bep tu d’un daol izel gant son e kan hag e tegas trouz Fabienne Muet ha Kristof Seval tro-dro d’un istor ma lakaer ar bed gouez war wel ha ma laka ur bed hunvreoù ac’hanomp da brederiañ war hor barregezh da zegemer an arallded ; un istor karantez, kerentiezh, enframmañ ha spi…

    Bennozh da objedoù son niverus ha da vinvioù sonerezh bihan e laka an daou soner Jouko da vevañ, ganet eo hemañ diwar unaniezh dibar un arz hag ur vleizez. E-barzh ur c’hoad kevrinus ma sarac’h an delioù, ma hop ar gaouenn hag e sourr ar gwez e kas an arzourien e pleg hor skouarn trubuilhoù ur boudig disheñvel diouzh ar re all.

    A-hed o c’hanaouennoù e heñchont ac’hanomp en ur bed faltaziek hag a atiz ar pemp skiant hag a laka ac’hanomp da dalañ ouzh hor barradoù aon en un doare diheñchet, boulc’het e vez gant soutilded dodenn an disheñvelder ha klask an identelezh. En dalenn ziwezhañ e vimp peursoubet er gontadenn deskoni ha saouzanet e vimp gant ar skeudennadurioù bev e gwenn ha du graet gant Anne-Lise Boutin.

    Testenn, kan, kontadenn, traezoù son, glockenspiel ha taboulinoù chaman : Fabienne Muet
    Kan, kontadenn, traezoù son, gitalele, fujara, akordeoñs hag ardivink dada : Christophe Seval

    Adalek 3 bloaz
    Pad : 40 mn.

     

  • Tarifs
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIOÙ
  • Organisation
    Kenlabour etre al Leurenn Glenmor, JM Frañs