-
GOUEL EMGAV KORIOÙ PAOTRED
-
KANAOUENNOÙ PAOTRED
-
EUS AR YAOU 9 D’AR SADORN 11 A VIZ MAE
-
AÑFI GLENMOR, ILIZ SANT TREMEUR & ILIZ POULLAOUEN
-
-
Lidet e vo ouzhpenn 30 vloaz Kor Paotred Breizh " MOUEZH PAOTRED BREIZH " gant ouzhpenn 400 sonadeg e Breizh, e Frañs ha pelloc’h c’hoazh. Bodet e vo gant al lid espar-mañ 6 strollad kanerien donezonet a ziskouezo deomp rannvroioù pe stiloù sonerezh disheñvel : BROIOÙ KELTIEK, OKITANIA, BREIZH.
Gant ar peder sonadeg aozet e-kerzh an tri devezh-mañ, gant ouzhpenn 180 arzour entanet o kemer perzh ez eus tres ma vo un darvoud sonerezh ha ne ankounac’haio ket an holl dud plijet gant ar sonerezh da ganañ.
Pep strollad kanerien a zegaso identelezh e sonerezh dezhañ hag a sono ur sac’had tonioù pinvidik ha lies, eus ar c’han hengounel da sonennoù arouezel sevenadurioù disheñvel. Gant ar festival-mañ e vo un degouezh dibar evit an eskemmoù sevenadurel ha kejadennoù etre an arzourien hag an arvesterien.
Strolladoù pedet : 5 strollad eus an diavaez + Mouezh Paotred Breizh
Les Gabiers d'Artimon - kanaouennoù martoloded (An Oriant)
Paotred Pagan - Kor paotred eus Bro-Bagan e Norzh Breizh
Les Mâles au Choeur de Tolosa - liesvouezhioù okitanek
Les Gâs de l'Almanach - Kanaouennoù martoloded-pesketaerien eus bro Brest
Appogiature - Kanaouennoù hengounel, klasel pe a vremañ eus bro Naoned pe eus lec’h all
Mouezh Paotred Breizh - Kanaouennoù eus Breizh hag eus ar Broioù keltiek
Yaou 9 a viz Mae da 8e30 noz : Sonadeg en iliz Sant Tremeur
Gabiers d'Artimon ha Mouezh Paotred Breizh
Sonadegoù gant kanaouennoù relijiel eus Breizh dreist-holl
Gwener 10 a viz Mae da 5e00 d’abardaez : Sonadeg en iliz Poullaouen
Paotred Pagan ha Mouezh Paotred Breizh
Ar "Baotred Vreton", Kananouennoù hengounel eus Breizh hag eus ar Broioù keltiek
Gwener 10 a viz Mae da 8e30 noz : Sonadeg el Leurenn Glenmor (Breizh a bed...)
Les Gâs de l'Almanach
Les Mâles au Choeur de Tolosa
Appogiature
Sadorn 11 a viz Mae da 8e30 noz : Sonadeg Gala el Leurenn Glenmor
Les Mâles au Choeur de Tolosa
Appogiature
Mouezh Paotred Breizh -
TarifsPH : 10€ DRE SONADEG / - 12 VLOAZ : DIGOUST / TREZIAD 4 SONADEG : 30 €
-
OrganisationKensevenet gant Kêr Garaez, al Leurenn Glenmor, Mouezh Paotred Breizh
-
Résa en lligne
-
-