PLEGENN YEC’HEDEL
N'eo ket ret ken gwiskañ ur maskl e-barzh ar savadur.
N’eo ket ret lezel plasoù vak etre pep arvester er sal-abadennoù.
Lenn hiroc'h...
N’eo ket ret lezel plasoù vak etre pep arvester er sal-abadennoù.
Evit degemer ac’hanoc’h gant an aozioù surentez gwellañ a-fet yec’hed :
- Ar gorreennoù a vez touchet gant an dud (dornelloù, harzelloù diri, boutonoù ar pignerezioù, ar c’hogoù er privezioù) a vez naetaet etre pep abadenn.
- Avelet e vez hor salioù bep taol etre 2 abadenn.
- Ur blakenn bleksiglas zo ouzh hor c’hontouer degemer.
- Izili hor skipailh a wisk maskloù.
- Dileizhennoù hidroalkoolek a c’hallit ober ganto en hon halloù degemer.
Gallout a ra an doareoù degemer cheñch hervez erbedadennoù ar gouarnamant ha hervez emdroadur an enkadenn yec’hedel. Kelaouiñ a raimp ac’hanoc’h dre hizivaat ingal hol lec’hienn Genrouedad (www.glenmor.bzh), a bedomp ac’hanoc’h da sellet outi a-raok dont.