DUBLIN LEGENDS (BET THE DUBLINERS)
  • DUBLIN LEGENDS
    (BET THE DUBLINERS)

  • SONEREZH EUS IWERZHON
  • YAOU 21 A VIZ EBREL | 8E30

  • AÑFI GLENMOR

  • E 2012 e paouezas ar strollad The Dubliners gant ar vicher, goude bezañ graet un hir a droiad evit lidañ e hanter-kant vloaz. Divizet e voe gant The Dublin Legends neuze kenderc’hel gant an istor sonerezh-se. Er strollad-se e kaver gwir arzourien brudet-kaer eus bed an Irish Folk : Sean Cannon hag Eamnonn Campbell (bet izili eus an Dubliners e-pad tregont vloaz), Pasty Watchorn (The Dubs) ha Gerry O'Connor (Four Men & A Dog, Sharon Shannon, Shane Mac Gowan, Joe Bonamassa). E 2016 e raio ar strollad-se un droiad ha c’hoant en deus da welet an holl dud pitilh ganto hag o holl vignoned kozh en-dro. Kanañ a raint an holl ganaouennoù klasel o deus lakaet anezhañ da dapout brud evel Whiskey In The Jar, Dirty Old Town, The Wild Rover, Seven Drunken Nights, The Rare Auld Times, Finnegan's Wake, Molly Malone, The Irish Rover, The Black Velvet Band, ha kement zo. Abadenn lakaet war ar roll da-geñver 20 vloaz ar c’hevelladenn Karaez-Carraig Mhachaire Rois.
  • Tarifs
    PL : 25€ / PK : 23 € / PD : 23 € / PB : 20 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, Naïade Productions, Benjamin International Production.
We use cookies
Nous utilisons des cookies sur notre site Web. Certains d'entre eux sont indispensables au fonctionnement du site, tandis que d'autres nous aident à améliorer ce site et l'expérience utilisateur (cookies de suivi). Vous pouvez décider vous-même si vous souhaitez autoriser ou non les cookies. Veuillez noter que si vous les rejetez, vous ne pourrez peut-être pas utiliser toutes les fonctionnalités du site.