
-
DUBLIN LEGENDS
(BET THE DUBLINERS) -
SONEREZH EUS IWERZHON
-
YAOU 21 A VIZ EBREL | 8E30
-
AÑFI GLENMOR
-
E 2012 e paouezas ar strollad The Dubliners gant ar vicher, goude bezañ graet un hir a droiad evit lidañ e hanter-kant vloaz. Divizet e voe gant The Dublin Legends neuze kenderc’hel gant an istor sonerezh-se. Er strollad-se e kaver gwir arzourien brudet-kaer eus bed an Irish Folk : Sean Cannon hag Eamnonn Campbell (bet izili eus an Dubliners e-pad tregont vloaz), Pasty Watchorn (The Dubs) ha Gerry O'Connor (Four Men & A Dog, Sharon Shannon, Shane Mac Gowan, Joe Bonamassa). E 2016 e raio ar strollad-se un droiad ha c’hoant en deus da welet an holl dud pitilh ganto hag o holl vignoned kozh en-dro. Kanañ a raint an holl ganaouennoù klasel o deus lakaet anezhañ da dapout brud evel Whiskey In The Jar, Dirty Old Town, The Wild Rover, Seven Drunken Nights, The Rare Auld Times, Finnegan's Wake, Molly Malone, The Irish Rover, The Black Velvet Band, ha kement zo. Abadenn lakaet war ar roll da-geñver 20 vloaz ar c’hevelladenn Karaez-Carraig Mhachaire Rois.
-
TarifsPL : 25€ / PK : 23 € / PD : 23 € / PB : 20 €
-
OrganisationKensevenet gant al Leurenn Glenmor, Naïade Productions, Benjamin International Production.
-
-