LES KUIZINÉES
  • LES KUIZINÉES

  • REKIPEOÙ SONEREZH KONTET
  • YAOU 11 HA GWENER 12 A VIZ KERZU
    10E00 HA 2E30

  • AÑFI

  • KZH. AMÉNOTE 

  • Kontañ a ra ur plac’hig hec’h eñvorennoù, he c’havadennoù hag achapadennoù he mamm-gozh, ur vaouez er gêr er bloavezhioù 50, evit tec’hel diouzh ar vuhez pemdez. He rekipe dezhi : keginañ gant sonioù. Peseurt aozennoù meskañ evit fardañ un ton ? Petra a vez kontet gant ar c’hastelodennoù pa gemerer an amzer da selaou anezho ? Diwar dafar adaozet ez eus bet savet lec’hioù war al leurenn hag a grou ur bed sonerezh ha sonioù, mesket ennañ sonioù bitrakoù koulz ha binvioù luderezh hengounel (cuatro ha fleüt), gerioù, kanaouennoù ha sonerezh elektronek.

    Mouezh, fleüt, toumperezh, SAU : Marie Lafond
    Cuatro eus Venezuela, mouezh, binvioù tos : Manon Courtin
    Renerezh arzel, skritur, aozañ, kempenn : Marie Lafond
    Leurennañ : Pierre-Alfred Eberhard
    Kinkladurioù, leurennaozañ : Marie Lafond, Doriane Ayxandri
    Teknik gouleier : Sophie Moreau
    Teknik son : Yann Leroux
    Instrumentariom : Marie Lafond

    Adalek 3 bloaz.
    Pad : 40 mn

     

  • Tarifs
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI : GOULENN GANT HOR SEKRETOURIEZH