AN EBATOÙ
  • AN EBATOÙ

  • UR GANENN VIRVIDIK EVIT DAÑSOÙ BREIZH
  • GWENER 10 A VIZ EBREL | 8E30

  • AÑFI

  • PEVARAD ANNIE EBREL
  •  

    An ebatoù, un enor hollgaer rentet d’ar gouel, d’an dañsoù evel ur barr-avel pouezus-bras evit sevenadur Breizh. En arvest-se e vez kontet ar joaioù, ar poanioù, ar reuzioù hag ar c’hredennoù, ar vuhez en em stumm pa vez an dud o tañsal dañsoù-ront a-stroll gant kalz a blijadur. Amañ emañ Annie Ebrel o wiadiñ tapiserezh klevet ma vez ar gwerzioù hag ar sonioù o tasseniñ, ma n’eo ket folkorel an dañs, un dra ret evit bevañ ne lavaromp ket. Annie Ebrel, feal d’he buhez tremenet ganti o klask traoù nevez dalc’hmat e bed ar sonerezh, a zegas da soñj deomp eus ar wirionez don-se : « Ha pa vefe an ifern da dreuziñ e ranker mont e-barzh an dañs ». Gant ar sonerien ampart a zo tro-dro dezhi – Ronan Pellen ouzh ar sistrenn, Clément Dallot ouzh ar c’hlavieroù ha Daravan Souvanna ouzh ar gitar-boud tredan – e laka penn-natur an dañsoù da advevañ ha da antreal er vodernelezh war ar memes tro.

     

    Evit an holl
    Pad : 1e15

  • Tarifs
    PB : 8 € / PK :13 € / PD :15 € / PL : 18 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, Paker Prod.