POLYPHÈME
  • POLYPHÈME

  • POLIRITMIEZH A VREMAÑ EVIT DARBUKA HA GAMELAN-GODELL
  • SUL 10 A VIZ MAE | 5E00

  • AÑFI

  • WASSIM HALAL & GAMELAN PUSPAWARNA

  • E Polyphème ez eus bodet eizh ezel eus ar Gamelan Puspawarna hag ar soner toserezh Wassim Halal. Diwar an emgav frouezhus-se ez eus bet krouet un doniaoueg dibar, ma kaver kenaozadennoù ha primaozadennoù mesk-ha-mesk. Polyphème, douget gant ur c’hendiviz hardizh etre an darbuka hag ar gamelan balinat, a grou un heuliad sonerezh hadet a leitmotivoù sorc’hennus hag a laka ar selaouerien da splujañ en ur gorventenn klevet ha magnetek. Ar strollad a laka war-wel, e-kichen an darbuka, ez eus modoù nevez d’ober gant ar benveg stroll-se anvet gamelan, gant teksturioù nevez ha poliritmoù savet en un doare soutil. Klask a ra Polyphème unvaniñ traoù enep an eil d’egile : strizhder ha frankiz, sioulder ha kreñvder, emdarzh ha mestroniezh. Diwar an alkemiezh-se ez eus bet krouet un c’hendiviz evel n’eus bet biskoazh etre skedoù steredennus ar gamelan balinat c’hoariet gant Puspawarna hag ar sonlivioù arab a vez o tipoufañ eus darbuka Wassim Halal. Emañ Polyphème, kaset war-raok gant luskoù entanet o argemmennoù bamus, oc’h ober e hent klevet fiñv-difiñv, ha dont a ra e leitmotivoù saouzanus da vezañ un dreuzell etre ar furmoù hag ar faltazioù.

     

    Evit an holl.
    Pad : 1e20

     

  • Tarifs
    PB : 8 € / PK :13 € / PD : 15 € / PL : 18 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor ha Le Plancher.