-
FEST AR VUGALE
-
KELC’HIOÙ KELTIEK
-
SUL 19 A VIZ MAE
-
LEURENN GLENMOR & KREIZ-KÊR
-
Fest bugale Penn-ar-Bed
-
Gant ar C’hevread Kenleur Penn-ar-Bed e vo aloubet kêr Garaez d’an 19 a viz Mae 2024 evit ur mare pouezus ha festus en-dro da yaouankizoù Breizh.
Kenleur Penn-ar-Bed zo ur gevredigezh hag a zo he fal bodañ ar c’helc’hioù keltiek hag an atalerioù dañsoù breizhek e Penn-ar-Bed, hag ivez treiñ tro d’an holl d’anaout dañsoù ha sevenadur Breizh.
Aozañ a ra abadennoù evit hec’h izili hag evit an holl : stajoù dañs ha broderezh, festoù-noz, kenstrivadegoù dañs, sonerezh ha gwiskamantoù, pe c’hoazh dibunadegoù hag arvestoù bugale.
D’an 19 a viz Mae, eus 10e da 11e15 vintin, e vo war-dro ugent kelc’h bugale o tibuniñ e straedoù Karaez, eus ar C’hastell Ruz, asambles gant kevredigezhioù lec’hel.
E dibenn an dibunadeg-se e vo tapet ul luc’hskudenn vras eus ar vugale holl asambles.
Eus 11e30 da 6e30, e kinnigo ar vugale an arvest bras el Leurenn Glenmor goude bezañ pleustret en o c’helc’h keltiek e-pad ar goañv.
Tro a vo ivez da ginnig d’ar vugale, pe e vefent ezel eus ar c’helc’hioù keltiek pe ne vefent ket, kemer perzh en atalieroù evit ober anaoudgezh gant sevenadur Breizh : brodañ ha perlezañ, c’hoarioù koad, tresadennoù keltiek, ha kement zo…
Evit echuiñ an devezh en un doare kaer e vo pedet gant ar C’hevread an holl vugale, an tadoù hag ar mammoù, ar familhoù hag an holl dud o do c’hoant da zañsal « dañs ar mil ». -
TarifsPriz : Skodenn evel ma karoc’h.
Peadra war al lec’h da derriñ ho naon hag ho sec’hed.
Tombola ha lazheta en 1 €. -
OrganisationKevread Kenleur Penn-ar-Bed
-
-
-