P’TITS BOUTS DE BRETAGNE / BUGALEAJ
  • P’TITS BOUTS DE BRETAGNE / BUGALEAJ
    GANT SERJ PHILOUZE

  • DISKOUEZADEG LUC’HSKEUDENNOÙ
  • EUS AR 7 A VIZ MAE D’AN 3 A VIZ MEZHEVEN

  • HALL GLENMOR

  • KENGREVREAD KENLEUR 29

  • Da-geñver Gouel Breizh ha Fest ar Vugale, programmet d’ar Sul 19 a viz Mae el Leurenn, e kinnig ar c’hengevread Kenleur 29 un diskouezadeg luc’hskeudennoù « Bugaleaj / p’tits bouts de Bretagne ».

    A-zoug hir amzer em eus bevet pell diouzh ma c’hontre genidik ha koulskoude eo pelloc’h er Reter d’ar C’huzh-heol e oan krog abred-kenañ da blediñ gant al luc’hskeudennerezh. Eus ar gambr du d’an eurvezhioù tremenet er c’hoadoù dindan goad evit pakañ ur frapapik bennak eus ar vuhez ouez, eo aet an amzer hebiou. Goude-se, dre chañs hag ivez dre youl, on deuet en-dro evit touchañ gant ma daoulagad ar pezh en doa skoet ma spered, ar Vro-Vreizh-se am boa gortozet kement gant « Liv an Amzer », pe ar sonerezhioù hag ar yezh-se a zalc’he kompagnunezh din em bugaleaj, em ijin. Ha me, dousik-dousik gant ma benveg-luc’hskeudenniñ, da dostaat ouzh gouleier an aodoù, ouzh luskoù an dañserezed hag an dañserien, ouzh ar memor breizhat, ouzh ar c’hanerezed, ar sonerien, an arzourien a vez gwelet war leurennoù Breizh.

    Plijout a ra din bezañ lod el liamm-se, karout a ran an dud-se a dennan o foltred dezhe evit o spred-krouiñ, o brokuskted, evit ar pezh a roont din hag evit ar pezh a vez kenlodet etrezomp. Klask a ran o ferzhioù arzel, neuze e c’hoarian gant ar gouloù, gant an amzer, gant an egor, ar maez, an amgin. Selaou ha sellet a ran ouzh ar mor, evel ma selaouan ha ma sellan ouzh ur soner, ouzh dañserien.

    Serj Philouze

     

  • Tarifs
    Gweladenn frank ha digoust
    Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù.
We use cookies
Nous utilisons des cookies sur notre site Web. Certains d'entre eux sont indispensables au fonctionnement du site, tandis que d'autres nous aident à améliorer ce site et l'expérience utilisateur (cookies de suivi). Vous pouvez décider vous-même si vous souhaitez autoriser ou non les cookies. Veuillez noter que si vous les rejetez, vous ne pourrez peut-être pas utiliser toutes les fonctionnalités du site.