
-
DISKOUEZADEG "SELLOÙ WAR AL LEURENN"
-
LUC’HSKEUDENNOÙ GANT PIERRE COLLETTI
-
EUS AN 3 A VIZ GWENGOLO D’AN 22 A VIZ HERE 2025
-
HALL GLENMOR
-
Splujit e bed koulzad sevenadurel 2024-2025 al Leurenn Glenmor dre lagad benveg luc’hskeudenniñ awenet Pierre Colletti.
-
A-hed ar c’houlzad sevenadurel 2024-2025 e oa bet al Leurenn Glenmor o virviñ diouzh lusk sonadegoù strobinellus, korolladegoù skañv, pezhioù c’hoari fromus hag arvestoù empetet evit bamañ ar re yaouank. Bet eo Pierre Colleti o luc’hskeudenniñ un nebeud arvestoù. Tapet en deus an energiezh, ar fromoù hag ar mareoù a-istriblilh a oa deuet diwarne.
Dre lagad e venveg luc’hskeudenniñ ec’h a pep jestr, pep sell, pep bann sklêrijenn d’ober un eñvor gwelet.
Deuit da advevañ ar mareoù dibar-se ha da santout, gant skeudennoù, boem an arvest bev.
E Karnoed, e Kreiz-Breizh, eo en em staliet Pierre Colletti, a-orin eus Troyes, abaoe 2021.
Kelenner gitar klasel eo bet hag abaoe m’emañ war e leve eo sot-pitilh gant al Luc’hskeudennerezh.
Kinniget en deus meur a ziskouezadeg. Ezel eo eus daou genstroll arzourien vreizhat, Arz Treger e Perroz-Gireg hag Arz’Goad en Uhelgoad. -
TarifsGWELADENNOÙ FRANK HA DIGOUST
Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù -
OrganisationLeurenn Glenmor
-
-