-
« ZOUM » GANT AN ATALIER POLYCHROME
-
DISKOUEZADEG LIVADURIOÙ
-
EUS AR 7 A VIZ C’HWEVRER BETEK AR 15 A VIZ MEURZH
-
HALL GLENMOR
-
-
Gant Fernand Léger e voe skrivet : « n’ouzon ket petra eo ar sujedoù kozh pe modern, n’anavezan nemet an doareoù da livañ, ha netra ken »
Ur choaz tidel hag a zo d’an arzour eo an doare da livañ ur sujed.
Pa choazer lakaat an evezh war un dra vunut, ul lodenn eus un hollad e c’haller kaeraat an darn-se.
Pa lakaer anezhañ a-gostez e krouer ur vent nevez, ul lañs nevez, peurvat betek lezoù an difetisted.Izili an atalier Polychrome a gemer perzh en diskouezadeg nevez-mañ, anvet « Zoum », a ginnig d’ar weladennerien teuler ur sell nevez ouzh traoù ar pemdez.
Ar memes pleustradeg zo bet graet en ur vrasaat munudoù amprevaned ha diwar-se e tiskouezer skeudennoù kaer ha souezhus.
Gant eoulliv eo bet graet al labourioù.Diskouezadeg da welet a Lun da Wener eus 9e da 12e hag eus 2e da 6e, hag ivez diouzh an noz pa vez abadennoù.
-
TarifsGweladenn frank ha digoust.
-
-