COQUILLES
  • COQUILLES
    AMALA DIANOR

  • DAÑS EVIT AR VUGALIGOÙ
  • MEURZH 2 A VIZ EVEN | 11E & 2E30

  • AÑFI

  • Un arvest nevez er c’houlzad-mañ !
    Da-geñver ar festival red Nomadanse. 

  •  

    Evit e grouidigezh kentañ evit ar re yaouank e vod Amala Dianor div zañsourez disheñvel o stiloù evit imbourc’hiñ ar c’hoari, an emgav hag al lusk asambles. War al leurenn e vez ar c’horfoù o respont an eil d’egile, en em veskañ a reont ha krouiñ a reont ur jestraoueg hiron ha barzhoniel, enni levezonoù a vremañ ha kêrel mesk-ha-mesk.
    Gant « Coquilles » eo pedet ar vugale adalek 1 bloaz hag ar re vrasañ da evezhiañ, da santout ha da gemer perzh, ha d’ober anaoudegezh gant an dañs evel ur yezh vev war un dro. Un arvest leun a souezhadennoù, a from hag a energiezh, ma teu pep jestr da vezañ un dra da imbourc’hiñ.

    Dañset gant :  Lucie Benhalima Dubois, Milane Cathala-Di Fabrizio
    30 min. Da-heul e vo un emgav.
    Adalek 1 bloaz.

    Evel un heklev d’an abadenn-se :
    Atalieroù hag un abadenn evit ar skolidi e skol Uhelañ e Karaez.

    Produet gant : Le Gymnase CDCN Roubaix – Krec'hioù-Frañs da-geñver ar raktres urzhiadiñ korollouriezh Les mouvements minuscules.



    BANNAÑ FILMOÙ ER SINEMA « AR GAZEG C’HLAS »
    MERC’HER 3 A VIZ EVEN
    DEVEZH DAÑS HA SINEMA

    Filmoù berr – 10e
    Ur programm filmoù berr.
    Ar sinema « Ar Gazeg C’hlas » a ginnig un dibab filmoù faltazi berr, bevaat ha teulfilmoù diwar tem an dañs.
    30 min, evit ar re yaouank, adalek 3 bloaz
    Prizioù : 6€ / 5€
    Mirout ho plas(où) gant ar sinema « Ar Gazeg C’hlas »

    Evel un heklev d’an abadenn-se : 10e45 vintin : atalier c’hoarioù ha luskoù gant kreizenn-dudi Poc’hêr kumuniezh.

    Teulfilm – 2E15 gm
    « Alice danse danse danse danse » gant Thibault Ras
     
    Alice, 38 vloaz, dougerez trizomiezh 21, dañsourez a vremañ a vicher ha korollerez, a fell dezhi lakaat selloù an dud da cheñch war ar pezh a zo disheñvel
    52 min, adalek 8 vloaz
    Prizioù : 7,5€ / 6€ / 5€
    Mirout ho plas(où) gant ar sinema « Ar Gazeg C’hlas »

    Evel un heklev d’an abadenn-se : 3e30 gm : atalier dañs gant EMD Karaez.


    Nomadanse zo ur festival red kaset en-dro gant Danse à tous les étages CDCN hag e gevelerien lec’hel. Eus Roazhon betek Brest Meurgêr, anez ankouaat Kreiz-Breizh, e vez o’n em staliañ er c’hoarivaoù, er skolioù, er sinemaoù, e lec’hioù a bouez evit ar glad hag e-mesk an natur evit lakaat an dañs da zont war-wel lec’h na c’hortozer ket anezhañ. Difenn a ra Nomadance ur mod dañs a vremañ, aes da bleustriñ, hag a daol evezh ouzh dalc’hoù ar bed. Ur festival evit gwelet, pleustriñ, santout hag ober a-stroll.

     

  • Tarifs
    Priz unan (PU) : 12 € / digoust -18 vloaz
    Mirout ho plas(où) : danseatouslesetages.org / 02 99 31 30 13
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor ha Danse à tous les étages, da-geñver ar festival Nomadanse.
    Asambles gant ar sinema « Ar Gazeg C’hlas »
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.