-
DISKOUEZADEG
« DU SYMBOLISME A L’IMPRESSIONNISME » -
LUC’HSKEUDENNOÙ GANT FABIEN-ELS
-
EUS AR 4 A VIZ C’HWEVRER D’AR 1AÑ A VIZ MEURZH 2026
-
HALL GLENMOR
-
-
Ober a ran ul labour luc’hskeudenniñ war an difetis. Lod a lavar ez eo ul labour troet war-zu an impresionouriezh peotramant luskad simbolouriezh ; evidon-me, an tu hunvreel-se eus an arz livañ modern a blij din.
Emaon o tont eus bed ar c’hrouiñ hag an arvestoù bev er c’hoarivaoù ma vez darempredet ur vegenn eus al leurennerien, lec’h ma vez krouet an hunvre hag ar preder war ar bed a zo tro-dro deomp hag awenet e vezan gant ar c’hrouidigezhioù bev-se.
Tra al luc’hskeudennerien eo sellet ouzh pep tra, klask ar gouloù hag ar skeudoù, ar fromoù ha sevel hon mod personel da luc’hskeudenniñ diwarne.
Gant skeudenoù e lakaan traoù eus ar pemdez hag arrebeuri kêr da zañsal, e lakaan birvilh er gweledvaoù ha treuzfeurmiñ a ran al leurenn a-bezh en ul luskad hunvreel evit reiñ lusk d’an traoù.
4 bloaz zo e klaskan, gant ma labour luc’hkeudenniñ, tostaat ar muiañ ar gwellañ d’al livourien impresionour.
Fabien-els -
TarifsGWELADENNOÙ FRANK HA DIGOUST
Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù -
-