EUPHRASIE BLAESS
  • DISKOUEZADEG
    "LEVEZONOÙ NATUREL"

  • LIVADURIOÙ GANT EUPHRASIE BLAESS
  • EUS AN 3 D’AN 19 A VIZ DU 2025

  • HALL GLENMOR

  •  
  • « Eus Kreiz-Breizh on a orin a-berzh mamm, ha laouen on o tiskouez ma livadurioù amañ, e Karaez. 
    Kresket em eus en ur bed liezarzel em familh. Digoret he deus ma spered ha graet din bezañ tomm ouzh an arzoù an arzoù e meur a stumm, an dañs klasel hag an dañs hengounel, ar c’hoariva hag, evel-just, al liverezh. 

    Awenet on gant an Natur, forzh peseurt koulz-amzer e vefe, al livioù a bep seurt hag ar stummoù a gaver enni. Diwar-se e plij furmadoù liennennoù a bep seurt din, re ront, tric’hornek ha me ’oar-me. 
    Pa vezan krog da livañ ul lienenn nevez ne rak-tresan ket ha reiñ a ran kabestr d’al « Levezonoù Naturel »,da-heul ur bourmenadenn, goude bezañ gwelet ul liorzh pe c’hoazh bezañ kounaet tra pe dra. 

    Ur seurt langaj livet evit kontañ istorioù eo al liverezh. 
    Pediñ a ran ac’hanoc’h da zont da weletanezhe. »

    Euphrasie Blaess

     
  • Tarifs
    GWELADENNOÙ FRANK HA DIGOUST
    Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù