TAFOD ARIAN
  • TAFOD ARIAN (TEOD ARC’HANT)

  • UR VEAJ SONEREZH E GWRIZIOÙ SONEREZH SAKR KEMBRE
  • GWENER 20 A VIZ MEURZH | 8E30

  • AÑFI

  • Un arvest nevez er c’houlzad ! 
    LLEUWEN STEFFAN, GETHIN ELIS, NOLWENN KORBELL
  •  

    Petra eo ar c’hanoù hengounel kembraek aet da goll ? Ar c’hanoù-se n’int ket ofisiel ha ne vezont ket kavet en dastumadoù kantikoù relijiel. Gant ar ganerez Lleuwen Steffan int bet kempennet diouzh ar c’hiz a vremañ.

    Tafod Arian (Teod Ac’hant) zo un arvest liesventek hag a gaver ennañ filmoù ha dielloù klevet evit krouiñ ur sonerezh nevez. E 2004 e oa bet Lleuwen Steffan oc’h ober tro ar chapelioù e Kembre abalamour da lakaat Kembreiz d’ober anaoudegezh gant ar c’hanoù kembraek aet da goll. En un doare dic’hortoz, er veaj-se, he doa bet digarez da glevet ha d’enrollañ kanoù hengounel all kanet gant tud e-touez an arvesterien hag a faote dezhe lakaat anezhe da vezañ anavezet. Gant Tafod Arian e vez mesket an enrolladennoù-se gant re an dielloù klevet a zo miret e Mirdi istor Kembre e Sain Ffagan evit krouiñ ur sonerezh nevez digor d’al levezonoù elektronek ha klev.
    Ar soner kembreat liesvenveg Gethin Elis hag ar ganerez sonaozerez vreizhat Nolwenn Korbell a vo war leurenn asambles gant Lleuwen.  Ur film sevenet gant Aled Victor a vo skignet e-kerzh an arvest.

    Rentañ a ra Tafod Adrian enor da vouezhioù an amzer-dremenet o lakaat komzoù anamzerel, kempennadurioù a vremañ ha modoù personel gwirion da seniñ pe da ganañ mesk-ha-mesk. En arvest-se e vez roet buhez en-dro da enrolladennoù hag a zo bet kavet en dielloù, ar pezh a ro tro da ganoù hengounel Kembre, a blije kalz da dud ar vro-se, da gavout o flas en-dro war al leurennoù e Kembre en deiz hiziv. Deuit d’ober ar veaj a ra al liamm etre an amzer-dremenet hag an amzer a vremañ, ha splujit e kened anamzerel sonerezh sakr Kembre e 2025.

    Evit an holl
    Pad : 1e30

     
  • Tarifs
    PB : 8 € / PD : 13 € / PL : 15 €
    ABADENN PROFET GANT HO KOUMANANT
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.