ALTAN
  • ALTAN

  • SONEREZH FOLK IWERZHON
  • GWENER 3 A VIZ HERE | 8E30

  • AÑFI

  •  
  • Savet e oa bet ar strollad e dibenn ar bloavezhioù 80 war roudoù ar strolladoù Clancy Brothers, Chieftains, Dubliners ha kement zo. Gant Altan ez eus bet embannet un dek albom bennak ha gweladennet meur a vro er bed a-bezh. Er strollad ez eus pevar soner barrek bodet tro-dro da vouezh kaer Mairéad Ní Mhaonaigh, a ra gant ar saozneg hag ar gouezeleg, ur yezh hag a zo enni teñzorioù a-leizh eus ar glad hengounel kanet. Sonet e vez tonioù evit balladennoù, jig ha reel entanet, eus an Donegal, ur gontelezh ouez c’hoazh e gwalarn Iwerzhon, hag eus norzh ar vro, pa zeu an darn vras eus sonerien ar strollad eus ar c’horn-bro-se.

    Hiziv an deiz c’hoazh eo Altan « ur skouer aour eus sonerezh hengounel Iwerzhon » – Irish Echo.


    Kan / biolin : Mairéad Ní Mhaonaigh
    Akordeoñs : Martin Tourish
    Kan / biolin : Clare Friel
    Bouzouki : Ciaran Curran
    Gitar : Mark Kelly
    Albom Donegal (Compass Records)


    Evit an holl
    Pad : 1e30

     

  • Tarifs
    PB : 10 € / PK : 15 € / PD : 18 € / PL : 22 €
We use cookies
Nous utilisons des cookies sur notre site Web. Certains d'entre eux sont indispensables au fonctionnement du site, tandis que d'autres nous aident à améliorer ce site et l'expérience utilisateur (cookies de suivi). Vous pouvez décider vous-même si vous souhaitez autoriser ou non les cookies. Veuillez noter que si vous les rejetez, vous ne pourrez peut-être pas utiliser toutes les fonctionnalités du site.