-
POLYPHÈME
WASSIM HALAL & GAMELAN PUSPAWARNA -
POLIRITMIEZH A VREMAÑ EVIT DARBUKA HA GAMELAN-GODELL
-
SUL 10 A VIZ MAE | 5E00
-
AÑFI
-
Strolladurioù
-
Goude bezañ bet war al leurenn e Kergrist-Moeloù e 2022, da-geñver un abadenn dibar, eo distro Polyphème da Greiz-Breizh gant un abadenn nevez-krouet !
Delc’her a ra Polyphème da vont gant e hent dibar : unaniñ gamelan ha darbuka en ur memes korf sonerezh. Dont a ra ar jestroù desket da vezañ boazioù mat evit c’hoari, ar gerioù krouet seizh vloaz zo a zeu da vezañ ur yezh, un doniaoueg fiñv-difiñv, evel ar strolladurioù tridi-se a vez treset skeudennoù na c’haller ket tapout krog enne gant o luskoù sinkronel.
Strolladurioù zo bodet kenaozadennoù disheñvel-mik enne : Ouzhpenn Rêve de Polyphème hag Ambigu gant ar sonaozer balinat Dewa Alit ez eus krouidigezhioù nevez.
Krouidigezhioù zo ac’h a pelloc’h gant an doare ezteuler boutin-se bet amprouet dija, reoù all a grou degouezhioù nevez ma vesker elektronek ha pennaennoù frammadurel ar sonerezh balinat.
Darbuka Wassim Halal ha gamelan balinat Puspawarna a respont an eil d’egile, a cheñch neuz, a lakaer tal-ha-tal en un apne bras hag a bad 80 munut. An danvez klevet balinat en em stign, en em zispak, a strisha, a dremen eus ur benveg d’egile gant un energiezh hag a ra monedone etre arvestiñ ha daredennoù gliziennek.
Etre idiomoù arab-ha-balinek, primaozadennoù luskek, elektronek en amzer real hag ur mod skrivañ a vremañ e ro korf Strolladurioù d’un neñvad klevet, d’un aozadur stroll war fiñv.Jérémie Abt
Antoine Chamballu
Sven Clerx
Wassim Halal
Théo Mérigeau
Raúl Monsalve
Christophe Moure
A.A.B.G Krishna Putra Sutedja
Hsiao-Yun TsengEvit an holl.
Pad : 1e20
Produiñ : Pantcha Indra & Hartbrut
Kenbroduiñ : GMEM Kreizenn vroadel ar c’houiñ sonerezh e Marsilha / Les Détours de Babel / Musiques démesurées / Atalieroù Médicisskoazellet gant : RRAS Enez-Frañs, SPEDIDAM, Adami, Onda (Ofis broadel ar skignañ arzel)
-
TarifsPB : 8 € / PK :13 € / PD : 15 € / PL : 18 €
-
OrganisationKensevenet gant al Leurenn Glenmor, Ar Stal Vras
-
Liens
-
-
