
-
NONO
-
DISKOUEZADEG TRESADENNOÙ
-
EUS AR 25 A VIZ MEURZH D'AN 23 A VIZ MAE
-
HALL GLENMOR
-
« 50 bloavezh a dresadennoù stourm gant Nono : bevañ ha tresañ er vro »
-
Digoradur foran : d'an 3 a viz Ebrel da 6e gm. Eno e vo Nono.
Gant Ti bae Gwaien e oa bet savet an diskouezadeg-mañ e miz Mezheven 2024, ha Roland Chatain, eus Ploveur, en deus dibabet, e-touez miliadoù ha miliadoù a dresadennoù, ar re a vo kinniget. Tresadennoù stourm int kentoc’h, hag a denn d’ar stoumoù sokial, politikel, sevenadurel, ekonomikel, ekologel e Breizh, eus ar bloavezhioù 70 betek an deiz hiziv. Tresadennoù embannet er c’hazetennoù evel Pobl Vreizh, Oxygène, le Canard de Nantes à Brest, Ouest-France, Le Télégramme, Dourioù ha Stêrioù Breizh, hag ivez war skritelloù, traktoù, levrioù…
Un istor eus Breizh dre dresadennoù Nono, kichen-ha-kichen gant re Goutal ha tud all alies. E-pad ar bloavezhioù « tarzh »-se e oan deuet da vezañ ur « c’helaouaer-treser » hag a faote dezhañ rentañ-kont gant fent, goaperezh, gant parfeted a-wechoù, eus ar pezh a choarveze e Breizh ma veze birvilh a bep tu.
Lavaret a ran trugarez d’ar gevredigezh Ti Gwaien da vezañ kaset al labour leurennaozañ kaer-se da benn, p’o deus brasaet an tresadennoù ha lakaet perzhioù zo anezhe war-wel, ha lakaet testennoù berr ha resis d’o heul.
Nono -
TarifsGweladenn frank ha digoust
Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù. -
OrganisationLeurenn Glenmor
-
-