
-
BRIEG GUERVENO
+ TUNELIOÙ -
POP / POP FOLK E BREZHONEG
-
SADORN 3 A VIZ MAE | 9E00
-
KLUB
-
SONADEG WAR-SAV
-
BRIEG GUERVENO
POP FOLK E BREZHONEG
Ar re o deus klevet Brieg Guervenno evit ar wech kentañ gant "Vel Ma Vin", e albom kent, ne c’hallont ket ankouaat ar mareoù ma oa bet kridiennoù o redek dre o c’horf kerkent ha sonet ar c’hlotadoù kentañ gantañ. Hiraezh o deus neuze da glevet "Un noz a vo", e albom nevez, evel-just. Stokellegoù boemus gant modulennoù, pianoioù abisel en amsked, kempennadurioù kerdin barok, binvioù tos sintetek pe toumperezhioù klev, Brieg Gerveno en deus dibabet digeriñ frank dorioù e ene d’ar c’hempennadurioù hardizh. Hag ober a ra vad ! Rak goude ma oamp bet en dudi gant kenaozadennoù diginkl e "Vel Ma Vin", en em laoskomp amañ da vont, paket gant tonioù pe sonennoù a live uhel kempennet e modoù liesseurt. "Un noz a vo" zo ur bladenn nerzhusoc’h eget kustum, ma vez klevet a-bep-eil balladennoù leiañ klev teñval ha kasadennoù harozek ar c’herdin. Un doare fromus da sevel kanaouennoù, evel pa vefent gwirion ha tennet eus ar galon. Kanañ a ra Brieg Guerveno en e yezh, ar brezhoneg, gant kement a reizhded bepred. Awenet eo gant ar lennegezh romantel eus an XIXvet kantved ha chom a ra war e erv bepred, gant ur pop-folk modern hag a glot da vat gant ar yezh vev-se a zo naturel dezhañ. War al leurenn emañ oc’h adstagañ gant ar strollad en deus graet berzh evel ma ouzomp. Ambient, trip-hop, folk ha rock achapet kuit eus latar Bristol, ar sac’h tonioù nevez-se a ya d’ober un abadenn vev hardizh-kenañ, gant adskedoù lies.TUNELIOÙ
POP
TUNELIOÙ, ez eo Pascal da gentañ, goude-se 2 zen, goude-se 3, goude-se 4, goude-se 2 goude-se... Pep tra zo aze bepred, ar boestoù-lusk, ar c’hlavieroù, ar gitar, ar vouezh… ar c’hanaouennoù pop, dezhe frammoù eeun a-wechoù, frammoù luziet a-wechoù all.
Pascal ar Floc’h (kaner ar strollad « I com From pop » eus Brest, dezhañ ur vouezh paotr-ha-plac’h eston ha strobinellus war un dro bepred), a gano e sonaozennoù war un ton don, eilet gant Philippe Bossard ouzh ar stokellegoù (bet klevet gant ar raktresoù Asthma Songs ha Midigama), hag Erwan Choquenet ouzh an toumperezh (Katze, Dégage)
Da gentañ e vez piket hor c’halon gant stil ar gitar hep ripipioù ha gant ar vouezh a seblant bresk, hag er fin avat e vezomp saouzanet gant saonaozennoù ha kempennadurioù fin ha skañv.
Evit an holl. -
TarifsPH : 8 €
SONADEG WAR-SAV -
OrganisationKensevenet gant al Leurenn Glenmor hag an SDAY.
-
Liens
-
-