MOI, MA CHAMBRE, MA RUE
  • MOI, MA CHAMBRE, MA RUE

  • DAÑS
  • MERC’HER 5 A VIZ MEZHEVEN | 8E00

  • AÑFI

  • TIDIANI N’DIAYE 
    Adalek 6 vloaz
  •  

    Bleuñveg, poull livioù pe lastezerezh ? Goloet eo al leur a sac’hadoù plastik glas, melen, roz, ruz, ha setu un dañser o tifoupañ en o zouez, o krouiñ gwagennoù hag avel-dro. Derc’hel a ra soñj Tidiani N'Diaye eus ar gambr ma oa o chom pa oa bugel, eus an trouzioù hag ar santadurioù a oa er-maez, evel eus e stadoù diabarzh.

    Kregiñ a ra an abadenn er gambr ma oa an dañser o chom enni e Bamako : en dizurzh ma oa e teue da verniañ an holl roudoù a-fuilh eus ar vuhez.

    Er-maez, er straed e Bamako. Ar memes berniad traoù a bep seurt, lastez, ar pankartenoù hag ar chaoserioù foeltret n’emaint ket en urzh. Perak an dizurzh-se ? Petra a ziskouez an diaezamant-se ? Penaos e teu ar vuhez d’en em ziorren en dra-se a laka ac’hanomp diaes, da reiñ stumm dezhañ, da gavout abeg ennañ ? An dañs a eztaol an traoù a glot etre personelezh Tidiani N'Diaye hag an endro rouestlek-se.
    Magnetek eo bezañs an dañser war al leurenn, fromus-kenañ eo gwelet anezhañ o’n em ouestlañ dezhañ penn-da-benn en un doare gwirion-gwirion.

    Pad : 30 mn.

     

  • Tarifs
    PB : 5 € / PK : 5 € / PD : 8 € / PL : 10 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leuren Glenmor, Danse à tous les étages, ar Plañchod, e framm ar festival Normadanse
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.