POLYPHÈME
  • POLYPHÈME
    WASSIM HALAL & GAMELAN PUSPAWARNA

  • POLIRITMIEZH A VREMAÑ EVIT DARBUKA HA GAMELAN-GODELL
  • SUL 10 A VIZ MAE | 5E00

  • AÑFI

  • Strolladurioù 
  •  

    Goude bezañ bet war al leurenn e Kergrist-Moeloù e 2022, da-geñver un abadenn dibar, eo distro Polyphème da Greiz-Breizh gant un abadenn nevez-krouet !

    Delc’her a ra Polyphème da vont gant e hent dibar : unaniñ gamelan ha darbuka en ur memes korf sonerezh. Dont a ra ar jestroù desket da vezañ boazioù mat evit c’hoari, ar gerioù krouet seizh vloaz zo a zeu da vezañ ur yezh, un doniaoueg fiñv-difiñv, evel ar strolladurioù tridi-se a vez treset skeudennoù na c’haller ket tapout krog enne gant o luskoù sinkronel.

    Strolladurioù zo bodet kenaozadennoù disheñvel-mik enne : Ouzhpenn Rêve de Polyphème hag Ambigu gant ar sonaozer balinat Dewa Alit ez eus krouidigezhioù nevez.

    Krouidigezhioù zo ac’h a pelloc’h gant an doare ezteuler boutin-se bet amprouet dija, reoù all a grou degouezhioù nevez ma vesker elektronek ha pennaennoù frammadurel ar sonerezh balinat.

    Darbuka Wassim Halal ha gamelan balinat Puspawarna a respont an eil d’egile, a cheñch neuz, a lakaer tal-ha-tal en un apne bras hag a bad 80 munut. An danvez klevet balinat en em stign, en em zispak, a strisha, a dremen eus ur benveg d’egile gant un energiezh hag a ra monedone etre arvestiñ ha daredennoù gliziennek.

    Etre idiomoù arab-ha-balinek, primaozadennoù luskek, elektronek en amzer real hag ur mod skrivañ a vremañ e ro korf Strolladurioù d’un neñvad klevet, d’un aozadur stroll war fiñv.

    Jérémie Abt
    Antoine Chamballu
    Sven Clerx
    Wassim Halal
    Théo Mérigeau
    Raúl Monsalve
    Christophe Moure
    A.A.B.G Krishna Putra Sutedja
    Hsiao-Yun Tseng

    Evit an holl.
    Pad : 1e20

    Produiñ : Pantcha Indra & Hartbrut
    Kenbroduiñ : GMEM Kreizenn vroadel ar c’houiñ sonerezh e Marsilha / Les Détours de Babel / Musiques démesurées / Atalieroù Médicis

    skoazellet gant : RRAS Enez-Frañs, SPEDIDAM, Adami, Onda (Ofis broadel ar skignañ arzel)

     

  • Tarifs
    PB : 8 € / PK :13 € / PD : 15 € / PL : 18 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor, Ar Stal Vras