NONO
  • NONO

  • DISKOUEZADEG TRESADENNOÙ
  • EUS AR 25 A VIZ MEURZH D'AN 23 A VIZ MAE

  • HALL GLENMOR

  • « 50 bloavezh a dresadennoù stourm gant Nono : bevañ ha tresañ er vro »

  •  
    Digoradur foran : d'an 3 a viz Ebrel da 6e gm. Eno e vo Nono.

    Gant Ti bae Gwaien e oa bet savet an diskouezadeg-mañ e miz Mezheven 2024, ha Roland Chatain, eus Ploveur, en deus dibabet, e-touez miliadoù ha miliadoù a dresadennoù, ar re a vo kinniget. Tresadennoù stourm int kentoc’h, hag a denn d’ar stoumoù sokial, politikel, sevenadurel, ekonomikel, ekologel e Breizh, eus ar bloavezhioù 70 betek an deiz hiziv. Tresadennoù embannet er c’hazetennoù evel Pobl Vreizh, Oxygène, le Canard de Nantes à Brest, Ouest-France, Le Télégramme, Dourioù ha Stêrioù Breizh, hag ivez war skritelloù, traktoù, levrioù…

    Un istor eus Breizh dre dresadennoù Nono, kichen-ha-kichen gant re Goutal ha tud all alies. E-pad ar bloavezhioù « tarzh »-se e oan deuet da vezañ ur « c’helaouaer-treser » hag a faote dezhañ rentañ-kont gant fent, goaperezh, gant parfeted a-wechoù, eus ar pezh a choarveze e Breizh ma veze birvilh a bep tu.

    Lavaret a ran trugarez d’ar gevredigezh Ti Gwaien da vezañ kaset al labour leurennaozañ kaer-se da benn, p’o deus brasaet an tresadennoù ha lakaet perzhioù zo anezhe war-wel, ha lakaet testennoù berr ha resis d’o heul.

    Nono

  • Tarifs
    Gweladenn frank ha digoust
    Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù.
  • Organisation
    Leurenn Glenmor