FEST AR VUGALE
  • FEST AR VUGALE

  • DAÑSOÙ BREIZH
  • SADORN 17 & SUL 18 A VIZ MAE

  • LEURENN GLENMOR

  • ARVESTOÙ AR STROLLADOÙ BUGALE HA KRENNARDED EUS KELC'HIOÙ KELTIEK PENN-AR-BED

  • SADORN 17 A VIZ MAE
    8E00-11E00 am : ABADENNOÙ KRENNARDED

    SUL 18 A VIZ MAE
    10E30 | KREIZ-KÊR : DIBUNADEG
    12E00-6E00 : ABADENNOÙ HA DUDIOÙ

    Bugale ar c’helc’hioù keltiek ezel eus Kenleur Penn-ar-Bed en em gavo e Karaez evit an eil bloaz diouzh renk da-geñver Fest ar Vugale, ar gouel bras aozet bep bloaz evito e-kerzh gouel Breizh. War-dro 500 bugel a zibuno e straedoù kêr en o dilhad hengounel ha diouzh lusk ar sonerezh. Mont a raint goude-se d’al Leurenn Glenmor, lec’h ma vo abadennoù goude merenn hag a roy tro dezho da lakaat e pleustr ar pezh o deus desket war sevenadur ha dañsoù Breizh e-pad ar bloaz. Digor d’an holl e vo an devezh-se. N’eo ket ret bezañ e-barzh ar bed sevenadurel breizhat dija : neb a gar a c’hallo kemer perzh en atalieroù da zeskiñ sevenadur Breizh hag ober anaoudegezh, da skouer, gant ar broderezh, ar c’hoarioù koad hengounel peotramant an tresañ keltiek.


    Evit an holl.

    Tavarn ha boued war al lec’h.

    Darempred : federation@kenleur29.bzh  

  • Tarifs
    DIGOUST
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor ha Kenleur Penn-ar-Bed.
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.