DISKOUEZADEG "DILEZET"
  • DISKOUEZADEG "DILEZET"

  • LUC’HSKEUDENNOÙ GANT KLUB FOTO AR STÊR-AON
  • EUS AR 6 D’AN 23 A VIZ GENVER 2026

  • HALL GLENMOR

  •  
  • « Dilezet » eo tem an diskouezadeg kinniget gant Klub Foto ar Stêr-Aon er bloaz-mañ.

    E-kerzh o baleadennoù gouestlet d’al luc’hskeudenniñ o deus dibabet an izili parañ o selloù war an traoù a veze talvoudus-bras en amzer-dremenet, ha deuet da vezañ didalvez evit an dud a vremañ dre-vras. Met pas evit al luc’hskeudennerien a ziskouez anezhe d’ar Weladennerien kement ha klask adreiñ buhez dezhe !

    Dre al labour-se e vezer lakaet da adstudiañ ar roudoù lezet war-lerc’h hor bezañs… Gwech e vezont dilezet e lec’hioù digustum, gwech e chomont sonnet en o zalvoudegezh diwezhañ. Un doare eo da adober anaoudegezh gant an traezennoù-se en hon endro.  Ober a ra da bep hini en em soñjal : « Petra a lezan war ma lerc’h din-me a-hed an amzer ? »

    Hep gouzout dezhe e oa en em lakaet izili ar c’hlub d’ijinañ « istorioù buhez » an traezennoù dilezet-se, gant-se ez eus bet maget pep a senario gant ar c’hlichedoù, fentus a-wechoù ha hiraezhus a-wechoù all.

    Klub Foto ar Stêr-Aon a ro deoc’h da welet e zoare da sellet ouzh an traoù, e savboent war aspadennnoù hon buhez pemdez ha pediñ a ra ac’hanoc’h da gemer perzh en o baleadennoù gouestlet d’al luc’hskeudenniñ.

    « Forzh peseurt traezenn a c’hall bezañ un pezh arz gant ma vo lakaet ur stern tro-dro dezhañ. »  Boris Vian

  • Tarifs
    GWELADENNOÙ FRANK HA DIGOUST
    Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù