STEPHAN EICHER
  • STEPHAN EICHER

  • AN-UNAN WAR AL LEURENN
  • SADORN 29 A VIZ MEURZH | 8E30

  • AÑFI

  •  
  • Stephan Eicher, ar songwriter suis brudet, a zalc’h da vamañ ar sellerien gant e abadennoù war-eeun a laka ar c’halonoù da dridal e pep lec’h en Europa. Arvestoù gwir eo e sonadegoù. Nouspet gwech int bet nevesaet, ha mont a reont d’ober un abadenn sonerezh ha n’haller ket ankouaat. Den n’hall chom diseblant kennebeut ouzh an doare ma son e holl ganaouennoù gant dilested ha gant entan, ar re anavezet ar muiañ koulz hag ar re nevez.  Gouzout a ra Eicher krouiñ mareoù boemus war al leurenn gant e vouezh dibar he liv, e destennoù barzhoniel hag e donioù dalc’hus.


    "E-pad 40 vloaz evel beajour kantreer em eus komprenet e oa ar c’hoarivaoù lec’hioù mat evit mont war al leurenn dirak an dud, ar pezh a laka ac’hanon da vreskenn ha da spontañ war un dro. Gouzout a ran ez eus ur rideoz ruz ha pounner enno hag a voug safar ar bed diavaez hag e geleier dibaouez ; gouzout a ran e kaver tud enno ivez hag a zo en em brientet a-zevri da vont d’an emgav-se, hag e tegasont ar pep priziusañ ganto : o evezh !"   Stephan Eicher

    Evit an holl
    Pad : 1e15

     

  • Tarifs
    PB : 25€ / PK : 30 € / PD : 33 € / PL : 35 €
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.