-
TRI DEVEZH LOST AN AEROUANT
-
PREZEGENN SONET, BARZHONIEL HA DROCH-YAR
-
YAOU 23 A VIZ GENVER | 10E00 & 2E30
-
AÑFI
-
KZH. DES LISIÈRES
-
Holl sekredoù an erevent, korf hag ene, a vo displeget deoc’h gant ur brezegennerez digustum (ha desket bras avat !) ha gant he c’homper a son gant meur a glarinetenn. Diazezet e vo an traoù war buhez al loened mojennel-se, hag ouzhpenn-se e vint lakaet keñver-ha-keñver gant ar c’hlarinetennoù, ur souezh ! Dre meur a c’hoari sonerezh war an erevent ha war o faltazi e vimp kaset da vevañ ur mare droch-yar, dre glevet ha dre welet, evit hor brasañ plijadur.
Deuit da selaou ur brezegenn leun a faltazi, hep penn na lost ha farsus-bras koulskoude. C’hoari a ra gant ar gerioù hag an notennoù, gant an adsonioù hag ar c’hensonioù, evit lakaat ac’hanoc’h da brederiañ en un doare plijus war ar yezh ha war ster al lavar.
Adalek 7 vloaz.
Pad : 45 mn. -
TarifsABADENNOÙ EVIT AR SKOLIOÙ, GOULENN GANT HOR SEKRETOURIEZH
-
OrganisationKenlabour gant al Leurenn Glenmor ha JM France.
-
Liens
-
-