AMADOU HA MARIAM
  • AMADOU HA MARIAM

  • SOUL MALIAN
  • SADORN 2 A VIZ DU | 8E30

  • AÑFI

  •  

  • Amadou ha Mariam zo un istor karantez a-raok pep tra. 40 vloaz zo o doa kejet an eil ouzh egile en Ensavadur an Dalled Yaouank. Ha keid-all pe dost e vezont o troc’hañ hent asambles, hag asambles o-daou er vuhez evel war al leurenenn  


    Goude bezañ bet pell o reiñ lañs d’o micher en Afrika en deus graet an daouad e dreuz war al leurennoù er bed a-bezh gant ar ganaouenn « Mon amour, ma chérie » (1998) ha goude-se gant an albom « Dimanche à Bamako » produet gant Manu Chao (2004). Diwar neuze n’o deus ket paouezet da dapout muioc’h-mui a vrud, gant kanaouennoù ha ne c’haller ket c’hwitañ ankouaat hag a sikour digeriñ ar sonerezh afrikan war livioù nevez diwar labourat gant tud a bep seurt, evit o c’hanaouennoù lusket gant an darempredoù etre ar binvioù hengounel hag ar stokellegoù  Merket e oa bet o micher gant an daou briz a oa bet roet dezho en abadenn Les Victoires de la musique e 2005 evit an albom « Dimanche à Bamako », hag e 2013 evit « Folila ».

    O eizhvet albom, deuet mat d’ar vurutellerien, zo anvet « La Confusion ». Daoust ma c’haller bezañ nec’het gant stad an traoù e Mali ha ma vez skrivet kanaouennoù zo ganto diwar an dra-se, en em dro Amadou ha Mariam evit a sell ouzh ar sonerezh war-zu un afro-futurouriezh eztaolet ha festus.

     

    Pad : 1e30.

     

  • Tarifs
    PB : 25 € / PK : 30 € / PD : 33 € / PL : 35 €
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.