35vet GOUEL AL LEVRIOÙ E BREIZH
  • 35vet GOUEL AL LEVRIOÙ E BREIZH

  • SADORN 26 & SUL 27 A VIZ HERE | 10E00-7E00

  • LEURENN GLENMOR

  •  
  • Gouel al levrioù e Breizh zo deuet da vezañ, a-hed ar bloavezhioù, un emgav ha ne c’haller ket c’hwitañ evit ar re a blij al levrioù dezho. Rak gallout a reer degemer ennañ, e-pad un dibenn-sizhun, ar braz eus an tiez-embann er vro (ur c’hant bennak anezho), pe ez embannfent levrioù gallek pe levrioù brezhonek. Tost da 300 skrivagner, eus ar re anavezet ar muiañ betek ar re dianav, a vo ivez er standoù a bep seurt. Bep bloaz e vez embannerien oc’h ober e doare ma ma teuy o oberennoù pennañ er-maez da-geñver ar gouel a ra eus Karaez al lec’h ma tegouezh mare al levrioù e Breizh.

    Goude bezañ digoret e zorioù hag e brenestroù er bloavezhioù diwezhañ war Skos, Katalonia, Korsika… o deus divizet aozerien ar gouel en em dreiñ ouzh ar yaouankiz er bloaz-mañ. Anat eo deomp-tout e vez tremenet muioc’h-mui a amzer dirak ar skrammoù gant ar re yaouank hag an dud koshoc’h. E pep lec’h en o buhez e vez ar skrammoù, ha pa vefe an dud o lenn. Met gant ar c’hoantegezh-se evit ar skrammoù e vez muioc’h-mui a voazioù nevez o tont war wel e-touez ar re yaouank : 40% eus ar re 7-25 bloaz o deus lennet ul levr niverel ur wech bennak, 58% anezho o deus selaouet ul levr klevet pe ur podskignad ur wech bennak. (Mammenoù Kreizenn Vroadel al Levrioù (KBL)) Ne c’hall ket holl izili filierenn al levrioù chom digas dirak ar fed-se. An dra-se zo kaoz eo bet dibabet tem ar yaouankiz gant aozerien gouel al levrioù er bloaz-mañ.

    Met ar festival-se zo ivez emgavioù gant skrivagnerien eus Breizh hag un digarez da gaozeal ganto diwar-benn o levrioù en un doare distenn ; kendivizoù, taolioù-krenn, diskouezadegoù, filmoù… emgavioù gant ar skrivagnerien, mareoù diankounac’haus ma vez desket kalz a draoù diwar-benn al levrioù hag al lenn. Bep bloaz e vez kinniget ul lec’h c’hoarioù evit ar vugale d’an tadoù ha d’ar mammoù. Debriñ war al lec’h a c’haller ober. E berr gomzoù, daou zevezh dibaouez e bed al levrioù embannet e Breizh. Ul lec’h d’ober anaoudegezh gant tra pe dra ha da vezañ souezhet evit kalz a dud a-dal d’al levrioù liesseurt ha puilh a vez embannet en hor bro.

  • Tarifs
    DIGOUST
  • Organisation
    Kreizenn sevenadurel vreizhek Egin.
We use cookies

We use cookies on our website. Some of them are essential for the operation of the site, while others help us to improve this site and the user experience (tracking cookies). You can decide for yourself whether you want to allow cookies or not. Please note that if you reject them, you may not be able to use all the functionalities of the site.