CARMEN ET BOLÉRO
  • CARMEN ET BOLÉRO

  • DAÑS KLASEL
  • SADORN 21 A VIZ C’HWEVRER | 8E00

  • AÑFI

  • LAZ-KOROLL MEUR KYYIV
  •  

    Un abadenn hepken evit div oberenn veur : Carmen ha Bolero Ravel, gant an daou sonaozer, Bizet ha Ravel. Div oberenn hag a zegas da soñj an eil eus eben.

    Carmen, ar gorolladeg brudet-meurbet, a laka klotañ tre-ha-tre an dañs klasel gant an dañs a garakter. Treuziñ a ra ar mareoù hep koll he galloud dramaek an disterañ, hag hiziv an deiz eo an oberenn a vez sonet ar muiañ er bed a-bezh. Carmen, ur vaouez skedus he fersonelezh, gant he brozh o troidellañ hag he blev a-fuilh gant an avel. En em ouestlañ a ra gant entan d’ur c’hlask karantez diroll. Bevañ a ra hervez he froudenn, lusket gant he frankiz, daoust ma vo diwar-goust he buhez a-benn ar fin. Un estlamm eo gwelet penaos e tal ouzh ar marv gant kalonegezh betek hec’h analad diwezhañ.

    « Ne’m eus skrivet nemet ur bennoberenn », eme Maurice Ravel, hag ar Bolero an hini eo. Adal an notennoù kentañ ez a an oberenn sorc’hennus-mañ don-tre e spered an dud. Goude ez a war greñvaat, en ur strobinellañ hag en ur luskellat ac’hanomp dibaouez. Simpl ha nevezus war un dro eo ar mod ma oa bet aozet e oberenn gant Ravel, hag an hentenn-se zo pennkaoz en deus kavet ar Bolero e blas dezhañ e-unan en doniaoueg. Hiziv an deiz c’hoazh e chom unan eus ar c’hrouidigezhioù boemusañ, hag unan eus ar re muiañ-karet er bed-holl.

     

    Evit an holl.
    Pad : 1e50 gant un ehan-c’hoari.

     
  • Tarifs
    PK : 25 € / PD : 27 € / PL : 30 €
  • Organisation
    Kensevenet gant al Leurenn Glenmor hag NP Spectacles.