• Evit a sell ouzh an arvestoù nullet e c’hallit goulenn ma vo restaolet an arc’hant deoc’h, hervez an doareoù-mañ :

    • BILHEDOÙ PRENET WAR-EEUN E DEGEMERVA AL LEURENN GLENMOR :
    Pediñ a reomp ac’hanoc’h da zegas da zegemer al Leurenn Glenmor, pe da gas dre ar post, ho pilhed orin, un DAB (daveennoù bank) hag ar furmskrid a c’haller pellgargañ en ur glikañ amañ (pe war ur follenn baper).

    • BILHEDOÙ PRENET EL LEC’HIOÙ GWERZHAÑ DIAVAEZ :
    Rouedad See tickets (bet Digitick) / Rouedad Francebillet / Rouedad Ticketmaster (Leclerc, Cora, Auchan) : evit ma vo restaolet arc’hant ho pilhedoù deoc’h, kit war-eeun d’ho lec’hienn werzhañ, gant ho pilhed orin. Evit ar bilhedoù prenet war Internet e resevot ur postel a-berzh an adwerzher ma vo displeget deoc’h penaos ober.

    Trugarez vras deoc’h.

  •  
  • Tarifs
    -