-
DISKOUEZADEG
"EUS AR C’HLASEL D’AR MODERN" -
LIVADURIOÙ GANT AN ATALIER TY AR LENN
-
EUS AR 24 A VIZ DU D’AN 18 A VIZ KERZU 2025
-
HALL GLENMOR
-
-
Laouen eo izili ar stal-livañ Ty Ar Lenn o pediñ ac’hanoc’h d’o diskouezadeg "Eus ar C’hlasel d’ar Modern", ma roer ton da builhed ha da liesseurted ar c’hrouiñ arzel a vremañ ha klasel.
En diskouezadeg-mañ ne glasker ket enebiñ an daou, pell ac’hane, degaset zo ur c’hendiviz etre daou ved livouriezh hag a seblant bezañ kontrol an eil d’egile, padal int liammet dre natur gant an ezteuler hag ar from.
Dre un dibab livadurioù e kinniger deoc’h, gant an diskouezadeg "Eus ar C’hlasel d’ar Modern", un hentad dibar ma kej ar skeudenniñ klasel gant an difetisted hardizh. En un tu emañ mestroniezh an taolenniñ, blizidigezh al linennoù ha galloudegezh danevelliñ ar sujedoù hengounel. En tu all emañ frankiz ar furmoù, tarzh al livioù hag an dizoleiñ broud-skiantoù na c’hallont bezañ lakaet war-wel paneve an difetisted.
An oberennoù, pe e taolennfent dremmvroioù anavezet mat e Breizh, poltredoù tud en o nestes pe senennoù dudius gant loened, pe e vefent o splujañ e kenaozadennoù diwar jestroù ha leun a livioù, zo bep a desteni eus sell dibar an arzourien.
Deuit da welet penaos e teu an daou arvez-se eus an arz, ar skeudenniñ hag an difetis, da glokaat an eil egile ha da ginnig ur gwir veaj a-fet ar gweled hag ar from.
Mechañs e teuoc’h stank d’ober ar veaj-mañ asambles ganeomp e-kreiz ar c’hrouiñ. -
TarifsGWELADENNOÙ FRANK HA DIGOUST
Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e30, ha diouzh an noz pa vez abadennoù -
-