LEMMA
  • LEMMA

  • SONEREZED EUS SAOURA (ALJERIA)
  • SUL 28 A VIZ MEURZH | 5E00

  • AÑFI

  •  
  • Ouzhpenn 800 km e su ar mor kreizdouar, e dezerzh Aljeria, e kroashent an hentoù karaouan a-wechall, emañ korn-bro Saoura. Alese e teu sonerezed ar strollad LEMMA, ar strollad krouet diwar atiz Souad Asla. Sonerezh Saoura, levezonet gant mammennoù a bep seurt, zo gwech gorrek ha langisus, gwech herrek ha lusket-kaer ha chom a ra aes da anavezout gant e vinvioù hag al lec’h kemeret gant ar c’horf. Ar vouezh hag an daouarn a chom ar binvioù pennañ, eilet gant ar binvioù tos ha gant gembri pe gant gitar Hasna El Becharia.

    Fellout a ra da 8 sonerez Lemma bezañ mirourezed un hengoun kantvloaziek, hag a amc’houlont betek o doare d’en em wiskañ. Luziañ a reont linennoù ar sakr hag an disakr, ar genad hag an egor. Amprestañ a reont digant ar sonerezhioù a oa tra ar baotred gwechall ha c’hoari a reont sonerezh kambr ha sonerezh dindan an amzer war al leurenn. Lakaat ar vuhez personel war wel, reiñ da welet ar pezh na c’halled ket gwelet, terriñ harzoù ar genad en ur ganmeuliñ ar merc’hed, sed aze dalc’hoù da vezañ talet outo gant ar sonerezed-se !
    Deuet eo Saouad Alsa a-benn da lakaat ar genad-se muioc’h war wel en ur veskañ an dilested hag ar redi war al leurenn. Bremañ ez eo dirak an dud ha war leurennoù ar bed e vez dalc’het al lemma (emvod, bodadenn), a gendalc’her da bleustriñ er vuhez personel hag er vuhez prevez c’hoazh.

    Produet gant : Souad Asla / Tour'n'sol prod.
    Renerezh arzel, binvioù tos, dañs, kan : Souad Asla
    Kan, gembri, gitar, binvioù tos: Hasna El Becharia
    Kan, t’bal, bendir, karkabou : Aziza Tahri
    Kan, bendir, karkabou : Fatima Abbi
    Kan, bendir, karkabou : Khedidja Anebi
    Kan, bendir, karkabou : Mebrouka Brik
    Kan, t’bal, bendir, karkabu, pilouer metal : Rabia Boughazi
    Kan, bendir, derbouka, karkabou : Sabrina Cheddad
    Kan, t’bal, bendir, derbouka, tarija, karkabouMine : Zohra Kherabi

    Pad : 1e30

  • Tarifs
    PB : 10€ / PK : 15€ / PD : 17€ / PL : 20€
  • Liens