MÉTAMORPHONE
  • MÉTAMORPHONE

  • DAÑS, BEAT BOX & ARZOÙ NIVEREL
  • YAOU 5 A VIZ DU | 10E00 & 2E15

  • AÑFI

  • SINE QUA NON ART 
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI
    Adalek 8 vloaz.
    NULLET
     

  • Kemerit ur varrezh brudet : « L’Après-midi d’un faune » gant Nijinski. Skandal er Châtelet, chomet en istor. Kit d’ur c’hantved pelloc’h bremañ, lakait un dañser hag ur beatboxer asambles ha lakait anezho da sonveskañ ar varrezh en-dro gant binvioù o amzer : setu MétamorPhone.
    En tu all d’an tammig dave da Nijinski ez eo an daouad birvidik-se evit ur vouezh hag ur c’horf un tan-arvest, e kroashent an dañsoù eus an amzer gozh hag ar sevenadur tekno. Chom en ur veuriad pe en ur gêr : daou dra a c’hall c’hoarvezout hag enebet dre ret ? N’eo ket ken sur se en arvest-se kinniget e stumm ur sonveskadenn vras, ma vez plijet ar re yaouank diouzhtu gant ar gened troet a-zevri gant an dañs elektro, ar c’hrouidigezhioù grafek hag ar beatbox, ha ma tro ar vouezh en ur benveg elektronek. En ur c’hinkladur niverel a vez o cheñch dibaouez, Brice Rouchet zo ur paotr leun a startijenn, e-kichen Tioneb, un den hag a oar c’hoari gant e vouezh. Dañsit, tud yaouank !

    Meizad, korollouriezh : Christophe Béranger & Jonathan Pranlas-Descours
    Dañs : Brice Rouchet
    Sonerezh, beatbox, loop : Tioneb
    Krouidigezh niverel, video : Olivier Bauer


    Pad : 45 min.

     

  • Tarifs
    ABADENNOÙ EVIT AR SKOLIDI, GOULENN OUZH AR SEKRETOURIEZH
  • Organisation
    Kenlabour gant al Leurenn Glenmor, JM France.