-
AMADOU HA MARIAM
-
SOUL MALIAN
-
SADORN 2 A VIZ DU | 8E30
-
AÑFI
-
-
Amadou ha Mariam zo un istor karantez a-raok pep tra. 40 vloaz zo o doa kejet an eil ouzh egile en Ensavadur an Dalled Yaouank. Ha keid-all pe dost e vezont o troc’hañ hent asambles, hag asambles o-daou er vuhez evel war al leurenenn
Goude bezañ bet pell o reiñ lañs d’o micher en Afrika en deus graet an daouad e dreuz war al leurennoù er bed a-bezh gant ar ganaouenn « Mon amour, ma chérie » (1998) ha goude-se gant an albom « Dimanche à Bamako » produet gant Manu Chao (2004). Diwar neuze n’o deus ket paouezet da dapout muioc’h-mui a vrud, gant kanaouennoù ha ne c’haller ket c’hwitañ ankouaat hag a sikour digeriñ ar sonerezh afrikan war livioù nevez diwar labourat gant tud a bep seurt, evit o c’hanaouennoù lusket gant an darempredoù etre ar binvioù hengounel hag ar stokellegoù Merket e oa bet o micher gant an daou briz a oa bet roet dezho en abadenn Les Victoires de la musique e 2005 evit an albom « Dimanche à Bamako », hag e 2013 evit « Folila ».O eizhvet albom, deuet mat d’ar vurutellerien, zo anvet « La Confusion ». Daoust ma c’haller bezañ nec’het gant stad an traoù e Mali ha ma vez skrivet kanaouennoù zo ganto diwar an dra-se, en em dro Amadou ha Mariam evit a sell ouzh ar sonerezh war-zu un afro-futurouriezh eztaolet ha festus.
Pad : 1e30.
-
TarifsPB : 25 € / PK : 30 € / PD : 33 € / PL : 35 €
-
Liens
-
-